Anaez an oadour yaouank, dianav an arbenn anezhañ, o tizhout ar glin ar peurliesañ, naouus dre un devadur eus an irgenn, kevredet gant bodennoù azgell, enno livegennoù houarnin en ervez da aloubiñ ar gwiad askorn. Naouiñ a ra an anaf-se dre zinodadur un arzwadad arreat. Ar prederiadur a rekiz diren an irgenn.