Stad ur bevedeg ma tazgwered antikorfoù (unanantikorfoù) ouzh antigenoù eus an un bevedeg evel pa vijent “estren” dezhañ (unanantigenoù) ; kemm a lakaer etre an unanhangae bonan (araezet gant an antikorfoù genidik, IgM dreist-holl, perzhiat e kempouez ar reizhiad hangaeel) hag an unanhangae anvonan a-geñver gant erzerc'hadoù kleñvedel (e dalc'h unanantikorfoù, IgG, IgA, IgE, o wezhiañ ouzh unanantigenoù) ; emañ an unanhangae en orin kleñvedoù unanhangaeel pe kleñvedoù unangeuziadel evel al lupuz eritematus strewek, an amwad loezadel unanhangaeel, ar purpura olpladanel, kleñvedoù Biermer, Addison, Basedow, ar viasteniezh, an diabet c'hwek insulinrankus.