Damheñvelster gant glenell (Gl. adhérence), arveret dre henvoaz evit anafoù dibarek ; er venevouriezh : sinekiezh krozhel, glenell etre speurioù kavenn ar grozh ; el lagadouriezh : sinekiezh araok, kempegad ar ganevedenn ouzh talbenn adreñv ar gornsae, hag ivez, sinekiezh adreñv, kempegad ar ganevedenn ouzh ar ferenn.