Prouad kentraouiñ o kevaraezañ gwiriañ arc'hwelerezh ar gwagrennoù us-lounezh. Arveret e vez evit kendaoliñ da zeznaou ar skorted uslounezhel. Un erlamadenn wad a vez graet a-raok ar prouad da savelañ live diazez ar c'hortizol ha da heul ez ensinkler ar Sinakten evit kentraouiñ ar gwagrennoù us-lounezh da vorc'hañ kortizol. Erlamet e vez ar gwad goude 30 min, a-wechoù 45 min, ha goude 60 min. Gant un arc'hwel uslounezhel bonan e rank daougementiñ ar gwadvec'h kortizol, da vihanañ.