Preder

Geriadur ar vezekniezh

symptomatiquesymptomatic1 azonek aa. 2 azoniek aa. 3 azonus aa. (da)

1 Oc'h erzerc'hañ dre azonoù klinikel, enebet ouzh diazon, hep azon klinikel. Bez' ez eus anaezioù unazonek ha reoù all nemeurazonek. 2 A-zivout ur prederiadur, gweredoù ul lia, amkanet da lemel un pe lies azon. 3 O tarvezout evel azon dibarek un anaez, da skouer evel an ASR (antigen spesadel ar raksavenn) a vez an usvec'h gwad anezhañ azonus da anaezioù ar raksavenn, d'ar c'hankr pergen. En degouezh-mañ e c'haller ivez ober gant ar verb azonañ. Er skouer roet amañ diaraok e ve tu da lavarout : “usvec'h gwad an ASR a azon anaezioù ar raksavenn”.

Kent War-lerc'h