Dazbidañ surjianel ur gangrenn, un nervenn e par kef simpatek ar brusk pe ar gouzoug. Amkanet eo da zec'han ur gwazhiedfrankaat en tachad e dalc'h ar rann nervenn dilamet. Embreget e vez e degouezh a dalmerennfo stevius (s. trodalmerel gant ezvenadur feur gellaouek an dalmerenn ; s. loanel ) ; gwechall e oa bet ergemennet evel prederiadur an uswask talmerel (dazbidañ an hedad dargreizel a-loan : oberatadenn Smithwick).