Preder

Geriadur ar vezekniezh

suture crâniennecranial suturemellez b. ar c'hlopenn

Linenn genuniañ daou askorn plat a 'r volzpenn. Gant an nevezc'haned : – 1  diouzh an ahel a-saezh, mellez an tal o kenuniañ div hanterenn an askorn tal, kendalc'het war dreñv en tu all d'ar feunteunig araok (e stumm ul lankell), gant ar vellez etre-kitern, o tibenniñ er feunteunig adreñv (tric'hornek) ; — 2  diouzh an ahel a-dreuz, a-ziaraok, mellezioù ar gurunenn, o kenuniañ an eskern tal ha kitern, astennet eus ar feunteunig araok d'ar feunteunigoù kostezel araok ; a-ziadreñv, ar mellezioù lambda, o kenuniañ an eskern kitern hag an askorn kilpenn, astennet eus ar feunteunig adreñv da feunteunigoù ar vrennigenn. Soutadur rakkoulz an kez mellezioù a zevoud ar mellezdlidadoù diseurt (sl. craniosténose, craniosynostose).

Kent War-lerc'h