1 Er surjianerezh, degas e diastok an div vriell eus ur gouli pe assav kendalc'hegezh ur gwiad pe un organ rannet dre araez ur gwriadur gant neud, bac'higoù pe anroadoù englenus (sl. occlusion 2 ). 2 Er gorfadurezh, rizh kenvell ma 'z eo ar gwiad kenglenañ etreeskernel amzoues ha ma emañ an talbennoù kenvellañ hogos e diastok war-eeun, hep loc'husted ebet. Kenvelloù eskern ar bolzpenn zo mellezioù.