Leiadur (isklev) pe koll klok (anklev) ar c'hleved. An termen kentañ a verk ar stad, kuit a venegiñ an arbenn, tra ma ra dave an eil termen d'ur c'hleñved resis : ar bouzarder kreizel (Gl. s. centrale) diwar un anaf eus kreizennoù kleved an empenn ; ar bouzarder dec'havael (Gl. s. de perception) diwar un anaf eus an nervenn gempouez-kleved pe ar bouzarder treuzkas (Gl. s. de transmission) diwar un anaf eus ar skouarn grenn (taboulin, korzenn glevedel, ristenn eskernigoù ar c'hleved), an hini nemetañ pareadus dre ar surjianerezh (sl. ivez Ménière : maladie pe syndrome de ∼ ; amusie réceptive, amusie sensorielle, surdité musicale ; audimutité de compréhension, agnosie auditive verbale congénitale, surdité verbale congénitale ; amusie réceptive, amusie sensorielle, surdité musicale ; audimutité de compréhension, agnosie auditive verbale congénitale, surdité verbale congénitale).