Arver un anro hevolc'h, outañ ur gwaskventer, hag ur stetoskop divskouarnel da vuzuliañ gwask ar gwad ; ar gwask en anro a gaser betek skoilhañ ouzh an amred talmerel er vrec'h hag a lezer da ziskenn gorrek ; al lamm kentañ a glever a ro da anaout ar gwask uc'hek, al lamm diwezhañ ar gwask izek.