Molekul a orin bakteriel pe viruzel en araez da fraouaat ar c'helligoù T ent dizalc'h diouzh ar spesadelezh antigenek anezho. Lenañ a ra an kez molekul ouzh parzh diavaez ar molekul HLA a 'r c 'hlas II, en araez neuze da erwezhiañ ouzh parzh diavaez buzerioù T 'zo evit an antigen (TCR, gwreskanv ar Sz. T cell receptor). Al lenadur a zevoud enniñv an holl limfokit T o tougen an kez TCR hag usvorc'h IL2 (interleukin 2). Toksinoù proteek eo ar gourantigenoù, kiriek da bistriboreadoù bouedel ha, dre hantererezh borc'hadur uhel kitokin, da vleuzioù pistriel.