Pistriadur dre zewentañ burezhioù sulfidenn hidrogen, mesket alies gant burezhioù all : ammoniak, dioksidenn garbon, trenkenn nitrus (poulloù blezañ, kanioù distrouilh). — Ar s. lemm (Gl. s. aigu) a erzerc'h en un doare saezhus (plom an divlezerion), dre goll anaoudegezh kevret gant un nebeut glizi ; mard eo defraouet ar gouziviad e vir pellik a-walc'h un amvoustr argreuzel hag ur c'hlopennad. — Ar s. henek pe s. gorrek : dibaotoc'h, kevredet gant ur c'hlopennad garv hag amwaskus, gant morvor, boudinelloù, maeloù ar forzhioù analañ ha koazhañ ; emañ en ervez da zisoc'h gant ar fallezh pe gant an ikter grevus.