Preder

Geriadur ar vezekniezh

auscultationauscultationselaouennañ

Kalvezder imbourc'h klinikel, anezhañ selaou an trouzoù bonan pe gleñvedel o tont eus diabarzh ar c'horf ; a-c'houde Laennec e tiforc'her ar selaouennañ kentizhek graet dre arloañ ar skouarn ouzh ar parzh erc'hwiliet hag ar selaouennañ handizhek dre hantererezh ur stetoskop ; ent klasel ez a ar selaouennañ d'ober unan eus pevar araezad an imbourc'h klinikel, an tri all o vezañ an ensellout, an teuta, ar c'hiziata.

Kent War-lerc'h