Anv genadel ar c'hediadoù deveret diouzh ar sulfanilamid, enno ar stroll SO 2 NH 2 . Reoù 'zo zo dezho ur gwered bakteriharz ouzh ar garvevion Gram mui (strepokok, pneumokok) ha Gram lei (meningokok, gonokok, Escherichia coli ). Arveret evit mezegañ poreadoù bakteriel diseurt, kemm zo etrezo e-keñver perzhioù, sugadusted, kennevid, degorzh hag ivez evit a sell an erzerc'hadoù pistriel anezho. Sulfamidoù all zo troazhusvorc'herioù pe enepdiabeteier.