1 Embreg an teoger war an teoged hag, en ur ster ledanoc'h e-maez a nep teogiñ, silañ e bred un den, ur mennoz pe ur gredenn n'en deus ket, pe d'e lakaat da zegemer un tuadur nad eo ket e hini. Bez' ez eus ivez un emc'houdreiñ (Gl. Sz. autosuggestion), anezhañ emlevezonañ war ur mennoz hep soliañ war estreget ar mennoz e unan. 2 Stad sentidigezh an teoged.