Liñvenn dourek, dibarek he c'hwezh, borc'het gant ar gwagrennoù c'hwezpar gorrevorc'hat hag enborc'hat ha dinaouet dre ar savnigoù c'hwezpar war c'horre ar c'hroc'hen. Enni ez eus halioù, kloridenn natriom dreist holl, druzennoù, trenkennoù druz, louc'hadoù albumin, urea ha kediadoù all. Trenkek pe vazek eo ar c'hwez, hervez arbenn ar c'hweziñ.