Bevastaler eus kerentiad an aminoglikozid, gounezet diwar Streptomyces griseus. Bazek eo hag arveret e vez e rezh sulfat pe halioù bevel all. Bakterilazh eo, gweredus war ar bazhilli Gram + ha Gram ha Gram -. Arveret e vez dreist holl dre an hent enkaherel, e mezegadur an dorzhellegezh (kevredet gant eneptorzhelleier all), en enkalonennfo bakteriel diwar . Arveret e vez dreist holl dre an hent enkaherel, e mezegadur an dorzhellegezh (kevredet gant eneptorzhelleier all), en enkalonennfo bakteriel diwar strepokok viridans hag an enterokok, e mezegadur ar vosenn, ar brukelloz (a-ser gant ar c'hiklinoù), hag erziwezh dre ar genoù evel dilester pervezel. Ar streptomikin a anad bezañ pistrius evit an nervenn gempouez-kleved, ent dibarek ar skourr rakkambrel anezhi.