Genad bakteri eus kerentiad ar Streptococcaceae, kok Gram muiel, 1 mm treuzkiz, stalet dre zaouadoù pe e chapeledoù. Arvevat ha/pe kleñvedus int e forzhioù analañ hag e benvegad koazhañ an den hag al loened. Er metoù agar-gwad, emaint en araez da zevoudañ gwadloezadoù a zaou rizh kevarall : ar gwadloez β, gant loezadur klok an hemati bezant er metoù, hag al loezadur , gant loezadur klok an hemati bezant er metoù, hag al loezadur α, diglok, a reer “rizh , diglok, a reer “rizh viridans” anezhañ ivez ; ar strepokok angwadloezus a erzod ur gwadloezañ γ. Ar strepokok a c'hell dedaoliñ lies danvezenn ezkelligel : leukokidinoù, evel ar streptolizinoù O ha S, nukleazoù ezkelligel, streptokinazoù, h.a. Rummadur ar strepokok zo kemplezh, renet diouzh ar rizh gwadloezañ a zevoudont er metoù agar-gwad, diouzh poliozid C ar speur (strolloù Lancefield) ha diouzh ar protein M eus ar speur (rizhoù). A-douez an 21 spesad gougevredet er genad, . Ar strepokok a c'hell dedaoliñ lies danvezenn ezkelligel : leukokidinoù, evel ar streptolizinoù O ha S, nukleazoù ezkelligel, streptokinazoù, h.a. Rummadur ar strepokok zo kemplezh, renet diouzh ar rizh gwadloezañ a zevoudont er metoù agar-gwad, diouzh poliozid C ar speur (strolloù Lancefield) ha diouzh ar protein M eus ar speur (rizhoù). A-douez an 21 spesad gougevredet er genad, S. agalactiae, S. faecalis, S. pneumoniae, S. pyogenes ha S. salivarius zo dezho un deur arbennik er vezekniezh. — S. agalactiae : strepokok β-gwadloezus gougevret ouzh stroll B Lancefield, kiriek da argerzhioù lestel grevus gant an nevezc'haned, treuzkaset dre ar ganol c'hanadel da-geñver ar gwilioud. Devoudañ a ra bronnfoioù gant ar vuoc'h. — -gwadloezus gougevret ouzh stroll B Lancefield, kiriek da argerzhioù lestel grevus gant an nevezc'haned, treuzkaset dre ar ganol c'hanadel da-geñver ar gwilioud. Devoudañ a ra bronnfoioù gant ar vuoc'h. — S. faecalis : strepokok eus stroll D Lancefield, angwadloezus pe gant ur gwadloezañ α pe pe β. Un arvevad kelanat boas eus ar pervez hag eus ar forzhioù analadel uhelañ eo. Kiriek e vez a-wechoù da boreadoù troazhadel ha da enkalonennfo goulemm. Nebeut kizidik eo ouzh gwered ar bevastalerioù. — . Un arvevad kelanat boas eus ar pervez hag eus ar forzhioù analadel uhelañ eo. Kiriek e vez a-wechoù da boreadoù troazhadel ha da enkalonennfo goulemm. Nebeut kizidik eo ouzh gwered ar bevastalerioù. — S. pneumoniae : strepokok hirgelc'hiek pe goafheñvel, uzennek, stalet dre zaouadoù. Er metoù agar-gwad e tevoud ur gwadloezañ rizh α. Anavezout a reer 80 rizh poliozidoù uzennek, rizh an uzenn o vezañ arveret da zezverk rummañ er spesad-se. Kiriek eo da skeventfoioù ha da bilhonfoioù. — . Anavezout a reer 80 rizh poliozidoù uzennek, rizh an uzenn o vezañ arveret da zezverk rummañ er spesad-se. Kiriek eo da skeventfoioù ha da bilhonfoioù. — S. pyogenes : strepokok β-gwadloezus gougevret ouzh stroll A Lancefield. Devoudañ a ra daou rizh argerzh : 1) argerzhioù lestel er ster dik : gorankoù, tangouez, skarlegenn, limfforzhfo, beskoul, skouarnfo, kevfo, gwadlestegezhioù ; 2) argerzhioù dianbore : remm lemm an arzoù ha bloueigfo lemm. Kizidik kenan eo ouzh ar penikilin G. — -gwadloezus gougevret ouzh stroll A Lancefield. Devoudañ a ra daou rizh argerzh : 1) argerzhioù lestel er ster dik : gorankoù, tangouez, skarlegenn, limfforzhfo, beskoul, skouarnfo, kevfo, gwadlestegezhioù ; 2) argerzhioù dianbore : remm lemm an arzoù ha bloueigfo lemm. Kizidik kenan eo ouzh ar penikilin G. — S. salivarius : strepokok α-gwadloezus eus ar stroll -gwadloezus eus ar stroll viridans, kelanat ar forzhioù analañ uhelañ ha kiriek d'ur enkalonennfo goulemm. — S. viridans : anvad o vodañ spesadoù diseurt a strepokok (S. sanguis, S. salivarius, h.a.), o tevoudañ, evit an darn vrasañ anezho, ur gwadloezañ a rizh α, en ur metoù agar-gwad, a zo ivez evit an darn vrasañ kelanat ar forzhioù analañ uhelañ ha kiriek da 90 % eus an enkalonennfoioù goulemm., en ur metoù agar-gwad, a zo ivez evit an darn vrasañ kelanat ar forzhioù analañ uhelañ ha kiriek da 90 % eus an enkalonennfoioù goulemm.