Migengerc'h an daou welahel, ul lagad o forc'hañ diouzh ar steudahel. — Gwech e vez ezwar al loakrerezh (gwariañ war ziavaez pe ezwariañ), gwech engwar (gwariañ war ziabarzh pe engwariañ), ha dibaot kaer uswar (gwariañ war grec'h pe uswariañ) pe iswar (gwariañ war draoñ pe iswariañ). Kemm a vez lakaet etre ul loakrerezh peluzel hag unan anpeluzel.