Preder

Geriadur ar vezekniezh

stomatitestomatitisgenaoufo g.

Nep tanijenn glaourgenn ar genoù. — g. aftus (Sz.  aphthous stomatitis) : genaoufo naouus dre vezañs aftoù war glaourgenn ar genoù. — g. galvaniek : genaoufo devoudet gant bezañs er genoù eus pezhioù metalek dezho tredanvarroù diforc'h, o c'henel ur red tredan untu (sl. galvanisme). — g. breingedek : sl. noma. — g. bevargantel (Sz.  mercurial stomatitis) : arsellet gwechall gant ar c'houzrec'hed dezho ur prederiadur bevargantel pe o c'houzañv diwar ur pistriadur bevargantel henek, naouus dre un ushalviñ, ur blaz metal, un anal flaerius, ur c'hoeñvadur eus ar munsunoù hag un disklosadur eus an dent. — g. c'hwezhigennek (Sz.  vesicular stomatitis) : anaez diwar ur rabdoviruz o tizhout ar chatal, en ervez da vezañ treuzkaset d'an den gant doare ur grip.

Kent War-lerc'h