Danvezenn estrogen kevanaozel, an dietilsilbestrol (DES), difenol kevanaozel, erskrivet dindan an anv distilben adalek 1938. Da heul direizhoù ganadel ha kammneuziadoù gant ar vugale ganet diouzh maouezet euvret DES ganto, gant ar merc'hed adalek ar gaezouregezh riskloù kankr ar gouin hag ar grozh, gaonac'hded hag evit ar baotred isvoll ar c'han troazh, kistoù an argell, kammneuziadoù ar c'han troazh, kelgellegezh, degouezhioù a isteñv klidennel hag ivez ul leiadur eus heberzh ar sper (olsper), e voe berzet erskrivañ al lia-se d'ar merc'hed dougerez. Hogen dieiltro e oa gweredoù argevezus al lia evit an diskennidi lakaet en ardizh an DES in utero etre 1940 ha 1980. Neoazh e vez erskrivet an distilben c'hoazh evit ar c'houziviaded gant dassezioù kankr ar raksavenn, e werc'husted o vezañ bet prouet e 1941 gant an droazhourion Charles Huggins et Clarence Hodges (skol veur Chicago).