Goulenn a reer ouzh ar gouziviad plegañ a-nerzh e arvrec'h war e vrec'h, an imbourc'her o herzel ouzh ar fiñv dre zerc'hel e arzorn. Pa laosk an imbourc'her an arzorn a-daol-trumm e vez reolet buan ar plegadur gant ur gouzrec'h bonan, tra ma vez reñverek ar plegadur e degouezh a azoniad ilpennel (dre berzh an dale argrezañ ar c'higennoù gourzhaler) ha stekiñ a ra ar gouziviad e skoaz gant e veilh dorn.