Ardivink amkanet d'ar selaouennañ handizhek, ijinet gant Laennec e 1816. Kevaraezañ a ra treuzkas trouzioù ar c'horf (ar bruched pergen) da skouarn ar mezeg. Ar s. divskouarnel a c'hoarvez eus daou skourr o vont klenk ouzh divskouarn an imbourc'her. Ar s. amiegel zo un duellen e stumm ur c'horned arveret da selaouennañ ar grouell a-dreuz da speur kof ar vamm.