Danvezenn o lenañ ouzh koc'henn ar gellig o tolc'hañ an ionganioù (o virout ouzh an ion Na + ha K + a vont a-dreuz dezhi) hag o lakaat ar gellig er paouez (gwered “dieraeziñ lec'hiek”) e stad a gempouez tredanel. Arveret e vez reoù 'zo eus an danvezennoù-se er yac'haat, ar c'hinin ha betadolc'herioù 'zo.