Azoniad dibaot a heskwad a 'r mel (arzaelet ar bezoud anezhañ) devoudet gant anforzh talmerenn adreñv al livenn. Ur boukadur sezet er pañsoù adreñv a zevoud kammeraezioù ha strafuilhoù an don- hag ar stokeraeziñ en tachad danlec'hiet d'an anaf. Un tizhad kevret eus kornioù adreñv ar mel a ouzhpenn en o ziriadoù un aneraez hollek ha bevennek ha steuz an damougoù a-stirenn hag an damougoù kroc'hen. An heskwad a ya alies betek ar pañsoù kostezel adreñv, o tec'han un divig loc'hadel en tachad endananafel.