Eritrokit dezho stumm ur gantenn daouargeinek (e-lec'h bezañ daouargevek), gant un tevder brasoc'h hag un treuzkiz bihanoc'h. Reol e chom an ec'honad anezho. Arsellet e vezont er mikrosferokitoz hêrezhel, hogen ivez en amwadoù gwadloezadel 'zo all.