Paridigezh spergelligoù, lies lankad ouzh he ober. Ar spermatogoni, kelligoù tuellenn spergaser ar glidenn, a zec'han ar spermatokit a gentañ urzh, diploidel, ha dre ur meioz e tedaolont ar spermatokit a eil urzh, haploidel. An daou lankad-se a ampar ar spermatokitparañ. En un trede lankad, ar spermatokit a eil urzh a emdreuzfurm e spermatidoù, diaraogerioù ar spergelligoù. Ar spermatidparañ eo. Ar c'helligoù-se a gendalc'h d'emdreuzfurmiñ e rezh spergelligoù, hep emrannañ (furmadur ur penn kabellet gant un akrozom hag ur skourjezig), lankad anvet spergelligparañ. Da heul e tilaosk kelligoù Sertoli pep spergellig en oaled an duellenn spergaser, lankad diwezhañ anvet spergelligrezañ.