Usvroudadusted nervgaherel a zevoud ur raktued da varradoù andagoù flugez, ent dibarek er c'harloc'henn, pe da zargrezadoù kaherel e rezh tetaniezh. Direizhoù ionel pe migennevid ar c'halkiom, ar fosfor hag ar magneziom a vez kiriek a-wechoù . Ar c'hahervarrwezañ a lak a-wel un oberiezh arreat rizhek emdarzhek pe war-lerc'h desezadur ur rolt. Alies e vez yael arouez Chvostek.