Preder

Geriadur ar vezekniezh

spasmes en flexion : syndrome des ∼nodding spasmazoniad g. an andagoù plegadel

Azoniad kentael pe a-wechoù eilvedel da anafoù empenn, o tarvezout e mizioù kentañ ar vuhez. Kevrediñ a ra : kigennandagoù tantek berr kenan, a voleadoù, o tevoudañ plegadur ar penn hag ar pevar ezel, o tarvezout dre varradoù arreat e-pad meur a viz ; un argizañ bredloc'hadel muiek ha trebadek ; daskemmoù rizhek eus an empennvarrwezad (migorvez muiek). Ent emdarzh e paouez ar resmiad dedreiñ, o lezel arlenadoù bredel (divig lavarel) pe droukfellel (azoniad Lennox). Ur mezegadur kentrat dre ar c'hortikoidoù pe an ACTH a gas d'ar pare.

Kent War-lerc'h