Azoniad heskwad empenn arsellet e degouezh stenoz pe dromboz an dalmerenn endan-drebez (en argrec'h talmerenn ar mellkein) oc'h erzerc'haat an distreugañ darnel, e gounid an ezel krec'h, eus lanv ar gwad en erdu an empenn. Talmerenn ar mellkein diouzh an tu tizhet a arc'hwel a-gilred : ar gwad deuet dre ar garotidenn ha talmerenn ar mellkein a-eiltu, e par liestueg Willis (kelc'h talmerennoù an empenn), zo distreuget evit azgwazhiediñ an dalmerenn endan-drebez en ardraoñ ar skoilh.