Preder

Geriadur ar vezekniezh

Soupault-Bucaille : opération de ∼ ◊ ◊ oberatadenn b. Soupault-Bucaille

Oberatadenn Henley dewerc'het war ur c'hlañvour kreuzezvenet hervez gwezhiadenn Polya ha dezhañ strafuilhoù koazhadel treloc'hel. Difourkan dasforzhad kreuz-pervez a vez lezet er sez ; hogen ar c'hilbleg ezkasat anezhañ er yunegenn, skejet, a vez dasforzhet ouzh skarvenn an daouzegenn, war-benn adsavelañ an treug dre an daouzegenn ; araezet eo kendalc'hegezh ar yunegenn diwar-bouez krafaelañ kilbleg degasat kent difourk an dasforzhad kreuz-pervez ouzh rann bellek ar c'hilbleg ezkasat skejet.

Kent War-lerc'h