Preder

Geriadur ar vezekniezh

souffle de régurgitationregurgitant murmursourr ar gousilhañ

Sourr sistolek devoudet gant ezvountañ endalc'had ar c'hofig war un tu diforc'h diouzh tu bonan red ar gwad, a-dreuz d'un igorenn gleñvedel. Da skouer : ar sourr sistolek a skorted vintrek-tribroudek ha hini ar c'hehentad etre-kofigoù. Holosistolek eo ar sourr-se, o teraouiñ gant trouz kentañ ar galon hag oc'h echuiñ gant an eil ; alies e vezont masklet gantañ. War ar galonstendresenn ez eus ur stumm reizhkornek (sourr reizhkornek). A-gevenep dezhañ emañ sourr an diflistrañ.

Kent War-lerc'h