Preder

Geriadur ar vezekniezh

sonnette : signes de la ∼ ◊ ◊ 1 & 2 arouez ar c'hloc'hig 3 arouez an nozelenn bouezañ

1 Arouezioù skinselladel a skorted aortek naouus, da-geñver pep sistol, dre un argrizañ kreñv eus kern ar galon, tra ma c'hoarvez gant an aortenn (ar wareg uhelañ kleiz pergen) un azledad nerzhek. An daou fiñv-se a zebar d'an tolzad kofigaortenn fiñv ur c'hloc'hig dor rizhek kenan. 2 Arouez ar c'hloc'hig balerel : skrampadur talmerenn ar vrec'h a-gellusk gant ar sistol, hewel e par pleg an ilin gant gouziviaded 'zo tizhet gant an arterioskleroz. 3 Laur lec'hiek o saezhenniñ a-goazez dre ur pouezañ tuvellennel e live an tachad etrespernenn, ma emañ an diskogad kiriek d'ur mavigamm mellkeinel boutin.

Kent War-lerc'h