Pore broreuziat en Afrika gehederel diwar enkoradur gant ar gelienenn Glossina palpalis eus Trypanosoma gambiense. Anvet ivez morgoñv Afrika (Gl. léthargie d'Afrique) pe tripanosomiaz denel (Gl. trypanosomiase africaine ) e tedro ar c'hleñved e daou lankad ; emañ an hini kentañ o naouiñ dre resmiadoù terzhienn direoliek, usvent ar felc'h hag ar gwerblennoù, eritemoù, debron ha strafuilhoù bred, leteñvel ouzh re deroù an envedi beluzel ; dibaot ha diheverzh eo tizhad ar galon ; imbourc'h ar gwad a araez dinoiñ bezañs an arvevaded, ha hini al liñvenn benn-kein a ziskouez ul limfokitoz. D'an eil lankad ez anad ar c'hlopennost, an ankewant ha, dreist holl, ar barradoù kousked hir ouzh hir a zisoc'h gant ar marv.