Stad vonan oberiat a assav, naouus dre spanaenn, trovezhiek hag eiltroüs, eus ar genskiant hag eus ar gedvuhez, evit erwezhiañ ouzh un ezhomm diskuizhañ a-berzh ar bevedeg. En ur ser ez eus ur steuz bras pe vrasoc'h eus an eraeziñ hag ur gorrekadur eus an darn vrasañ eus arc'hwelioù ar beved. An empennvarrwezañ a gevaraez dinoiñ lankadoù a gousked gorrek, o naouiñ dre ur gorrekadur hag ur goubredadur eus ar gwagennoù, ha lankadoù a gousked herrek (pe diac'hinek), enno un disgoubredadur eus an dresenn gant gwagennoù herrek, un istant kaherel muiek, fiñvoù herrek eus an daoulagad ha hunvreoù.