Anvet ivez eraeziñ korfel ez ampar ar c'horferaeziñ unan eus reizhiadoù eraeziñ ar bevedeg (kroc'henel hag endonel), kevenebet ouzh an arc'hwelioù skiantennel. C'hoarvezout a ra eus : an eraeziñ gorrefraouadel (stekiñ, gwask, tomm, yen), an eraeziñ anunfraouadel (kaherel ha stirennel) hag an eraeziñ laurel.