Kleñved boutin e Sina hag e Japan, arsellet ivez a-wechoù en Amerika hag en Europa. Deraouiñ a ra eus 1 da 3 sizhunvezh goude brazhad ur razh, dre ur barrad terzhienn, gant ur resmiad foel e par ar poent enkoriñ ; un nebeut devezhioù diwezhatoc'h ez anad un dispuilhad hollek a blakennoù ruz, heuliet gant ur wellaenn herrek. War-lerc'h un nebeut devezhioù angwrester e tarvez ur frapad terzhiennek nevez leteñvel ouzh an hini kent ha ne zeu ar pare nemet goude pevar pe pemp barrad eus ar seurt. Ar c'hleñved-se, marvus a-wechoù, anvet ivez spirilloz (Gl. spirillose), zo devoudet gant ar vazhell Gram leiel Spirillum minus, treuzkaset d'an denion dre vrazhadoù ha krabisadennoù razhed.