Dazbidañ an nervennoù splanknek hag un hanrann eus ar c'hef simpatek gavaelet etre an 8vet kangrenn a 'r brusk hag ar 1ñ kangrenn a 'n dargreiz lakaet e-barzh. Ar wezhiadenn-se a veze kaset da benn a bep tu e-ser div abadenn kenheuilh, da barraat ouzh an uswask talmerel padek hennadek. He dilezel a reer tost da vat (sl. Poppen : opération de ∼ ).