Anvet ivez kist kroazell-belost : kist evodet diouzh ur volc'henn vlev, sezet er rannbarzh kroazell-belost. Ar speur anezhañ, amparet gant un epitelienn bikaoueg ha haenek, zo en ervez da vezañ blev ennañ ha da sankañ don er groazell, tre betek pilhonenn dev al livenn.