Preder

Geriadur ar vezekniezh

sigmoïdesigmoid1 kornloarek aa. 2 sigma aa. & g.

1 Un trapig kornloarek (Gl. semi-lunaire, sigmoïde) zo un trapig talmerel o kehentaat ur c'hofig hag ar gwazhied o loc'hañ eus ar galon. Daou drapig kornloarek zo : an trapig aortek etre ar c'hofig kleiz hag an aortenn hag an trapig skeventel etre ar c'hofig dehou ha kef ar skevent, pep trapig o c'hoarvezout eus teir sac'hell gornloarek. 2 Ar c'holon sigma zo ur parzh eus ar c'holon, ur c'hilbleg e stumm S lec'hiet etre poull ar glun kleiz hag al lestr bihan. Emañ war-lerc'h ar c'holon a-ziskenn en nec'h hag e kehent gant ar youlc'h en traoñ.

Kent War-lerc'h