Miemrenegezh o tizhout dreist holl ar gourev war-dro 50 vloaz, o tevoudañ un iswask warsavel, un dic'halloud ha strafuilhoù ar c'helc'hstrishaerioù, kevredet gant un azoniad ampikernennek, pikernennek pe ilpennel. Devoudet eo an anaez-se gant un dic'henezhadur eus gronnoù struzhel ar mel hag eus kef an empenn.