Preder

Geriadur ar vezekniezh

Sharp : syndrome de ∼Sharp's syndromeazoniad g. Sharp

Kenglennaoued kemmesk o kevrediñ erzerc'hadoù lupuz eritematus reizhiad, skleroderma reizhiad ha dermatomiozit. Diforc'hañ a reer azoniad Sharp diouzh ar c'henglennaouedoù diseurt dre ma vez alies un tizhad eus an nervenn drigevell, dre baoted antikorfoù enepkraoñell eus ur rizh dibarek, enepribonukleoprotein hag ivez dre ar guñvded keñverel anezhañ (gwerc'h ar c'hortikoidoù). Dindan gevarguz emañ e hiniennded.

Kent War-lerc'h