Eritroderma debronek ha gourc'hennus o tizhout ar gourev pergen, war-dro 50 vloaz. Kevredet e vez gant c'hwarrennoù ha gant dinodadur leukokit T ezreol hiperkromatek (Gl. hyperchromatique) — kelligoù Sézary — er gwad trobarzh, oc'h ensilañ en derm, hep tizhad mel an eskern. Dedreiñ a ra d'ar marv dindan un nebeut bloavezhioù.