Dregantad jedet evel-henn : niver ar ganedigezhioù gourevel war niver ar ganedigezhioù hollel (e Gl. e vez lavaret ivez taux de masculinité, ent resis). Menegomp ar feur gourevelezh, par da niver ar ganedigezhioù gourevel war niver ar ganedigezhioù benevel (en degouezh-mañ e klot ar Sz. sex ratio, ent resis).