Preder

Geriadur ar vezekniezh

serviceservice, ward1 gwazerezh g. 2 gwazad g. 3 gwazadur g. 4 gwazrann b., rann b. ospital 5 gwazva g.

1 Kefridi, labour kaset da benn gant un trevnad tud, ensavadurioù, evel da skouer gwazerezh foran an ospitalioù, ar gwazerezh gwared er gêr. 2 Gougor pourchaset, da skouer gwazadoù ur mezeg, ur glañvdiourez. 3 Rummad gougorioù kinniget da arveriaded gant un aozadur hag ivez, ar framm e unan. E-se e vo komzet eus aveadurioù ha gwazadurioù ur c'huzulva stroll, eus gwazadur ar bank laezh, eus gwazadur arouelioù klañvdiour. 4 Rann en un diazezadur, un ospital, da skouer : gwazrann guzuliañ diavaez, gwazrann degemer, gwazrannoù arbennikaet ha gourarbennikaet. Pep gwazrann zo en e benn ur penn gwazrann. Komzet e vo ivez eus gwazrann mezekniezh diabarzh, gwazrannoù surjianerezh, h.a 5 erziwezh ez eo ar gwazva al lec'h ma emañ ar gwazrann pe ar gwazadur, gant ur burev evit an teulioù da leuniañ, ar peurliesañ.

Kent War-lerc'h