Amin o tisoc'h diouzh digarboksilañ ar 5-hidroksitriptofan, bezant er felc'h, er ganol vezhur, er pladanoù. En empenn, ar gouzerc'hvel eo a zo ar brasañ ennañ bec'h ar serotonin. E roll bevedel eo bezañ un nervhanterad. Dasperzhiañ a ra e karkinoid ar vouzellenn voan, e kleñvedoù bred 'zo, e strafuilhoù arc'hwelel ar greuzezvenidi, en uswask porzhel ha moarvat ivez er c'hernad, en azoniad Raynaud, en allergiezh, en danijenn. Leteñvel eo ar gweredoù anezhañ ouzh re an histamin. Ezvevennet eo gant an troazh e rezh un deverad, an drenkenn 5-hidroksi-indol-aketek (5HIA), a zo ar bec'h anezhañ (ent reol eus 2 da 9 mg — pe eus 10 da 45 mmol — dre 24 eurvezh) kresket a-galz e karkinoid ar vouzellenn voan (sl. carcinoïde : tumeur ∼, kétansérine, récepteur de la sérotonine, réserpine et sérotoninémie, kétansérine, récepteur de la sérotonine, réserpine et sérotoninémie).