Gwezhiañ un igorenn en un dilhenn, evit a sell ar fri, ar galon, an amnion pergen. Da skouer : kentezenbenañ treuztilhennel Rashkind Gl. auriculotomie transseptale de Rashkind, septostomie atriale, anezhañ kehentaat daou gentez ar galon. Ur skouer all : tilhennezvenañ amnionel, anezhañ kehentaat seier amnionel daou c'hevell in utero. Amkan ar wezhiadenn-se zo assav ur c'hempouez gwask etre an div gavenn amnionel, dre gevaraezañ an tremen diskoilh eus ar roadour d'ar roer. Seurt hentenn zo bet dilezet gant an darn vrasañ eus ar c'hreizennoù (sl. auriculotomie, Blalock-Handon : opération de ∼ ).