Preder

Geriadur ar vezekniezh

sepsissepsissepsiz g.

Hanc'her erbedet abaoe 2016 e-lec'h ar Gl. septicémie hag ar Sz. septicemia, daoust ma chom heñvelster an termenoù evit lod. Despizet eo ar sepsiz evel ur c'hleñved reizhiadel devoudet, pe gant neridigezh korrvevion en amred ar gwad, pe gant an toksinoù hag an hanteradoù dilaosket en erwezh ouzh ar c'heuziad poreel. Anv zo a sepsiz e degouezh a AEFR azoniad an erwezh foel reizhiadel (Gl. syndrome de réponse inflammatoire systémique, SIRS) e diazalc'h gant un annon pore dervaet pe debek. Dav lakaat kemm etre sepsiz ha gwadvakteriegezh, anezhi an tremen berrbad pe bad eus bakteri en amred ar gwad, diwar un annon pore. — s. grevus pe lemm : kevredet gant an azoniad a falladur lies organ, iserfenn ar gwad pe iswask. — bleuz lestel : sepsiz grevus kevret gant un iswask kilvers ouzh leuniadur ar gwazhied (iswask despizet dre ur gwask talmerel sistolel izeloc'h eget 90 mmHg pe dre ul leiadur brasoc'h eget 40 mmHg eus ar werzhad voas). Ar bleuz lestel zo dedro olañ ur sepsiz anvezeget.

Kent War-lerc'h