Araezad amkanet da lakaat un organ pe ur gwiad en araez da erwezhiañ en un doare dibarek (erwezh allergek) e diastok ur gwezher fizikel, kimiek pe bevel (antigen). Ar c'hizidikaat zo en orin erwezhioù angougemer hollek (bleuz, terzhienn) pe lec'hiek (linadell, ikter, purpura, h.a.). — Un anadenn hangaeel eo, ma 'z eus un dasperzhiadur bonel gant al limfokit. War c'horre reoù 'zo anezho ez eus buzerioù (immunoglobulinoù) spesadel eus antigenoù 'zo (pe eus rummoù 'zo a antigenoù). Da geñver ur c'heraez a 'n antigenoù-se, o naouaat a reont , o degerc'hañ ha neuze a emdreuzfurm e kelligoù yaouank, blastek, ha goude a emrann : kizidikaet eo ar c'helligoù ganet diouzh an emrannañ-se. Ul lod a zasperzh raktal en erwezh hangaeel, ul lod all a vir ar c'hizidikadur-se evel memor ha delankañ a raint un erwezh hangaeel e degouezh ur c'heraez nevez eus an un antigen. Seurt kizidikadur eus al limfokit a c'hoarvez er gwerblennoù limf hag er felc'h (sl. allergie, anaphylaxie). Kemm a lakaer etre k. unanien Gl. s. autogène ou endogène — kizidikaat ur bev gant albuminoù e wiadoù dezhañ e unan — ha k. allien Gl. s. hétérogène — kizidikaat gant albuminoù ur bev all ebarzhet er bevedeg —. Mar ensinkler un antigen er bevedeg e teu ar bev da vezañ kizidikaet : anv zo eus kizidikaat oberiat (Gl. s. active Sz. active s.). Mar ensinkler er bevedeg gwadveiz ur bev kizikaet — ha n'eo ket un antigen — e komzer neuze eus kizidikaat gouzañvat (Gl. s. passive Sz. passive s.).