Preder

Geriadur ar vezekniezh

Senning : opération de ∼Senning's operationoberatadenn b. Senning

Gwezhiadenn surjianel amkanet da beurzereizhañ kammloadur klok ar gwazhied bras. Dre araez un amredad ezkorfel ez azneuzier an dilhenn etre-kentezoù ha speurioù ar c'hentezoù, e doare da ren ar gwad o tont eus gwazhiennoù ar skevent war-du ar c'hentez dehou, ma tizho an aortenn dre ar c'hofig dehou ha hini ar gwazhiennoù kav etrezek ar c'hentez kleiz, ma tinaouo e kef ar skevent dre ar c'hofig kleiz (sl. Mustard : opération de et Blalock-Hanlon : opération de et Blalock-Hanlon : opération de ).

Kent War-lerc'h